Nolwenn Leroy

Brest

Nolwenn Leroy
Bretonca çevirisi Çeviriler 7 çeviri Çeviriler 7
Favorilere ekle
Albüm:
Bretonne (2010)
Orijinal şarkı sözleri
Fransızca
Çeviri
Bretonca

Brest

Brest

Daoust ha ma c'hasaat a ri diwar-vremañ
en abeg ma 'z on bet gouest da guitaat Brest un deiz a oa
Al lenn-mor, ar porzh, kement 'zo chomet outo
an avel dre vali Jean-Jaurès
Goût a ran, tost arru e oamp
achu e oa hor yaouankiz
Lonkañ a rafemp aes ar restachoù outi
ha gant ma vefe e kreizig-kreiz ur barrad glav
 
Boulc'hurun, boulc'hurun, boulc'hurun a Vrest
'N anv Doue, ra davo ar glav
Boulc'hurun, boulc'hurun, boulc'hurun a Vrest
An douar e-unan a gouezh a-dreuz e gil
 
Rekourañs bet dilezet
ha straed Siam gant he nozvezhioù mezvadur
Kement-se n'eo ket dre zisevended
dre skuizhder nemetken rak ar c'houmoul ha da flouradennoù
 
N'eo ket ur manifest hemañ,
ur prezeg n'eo ket hag un oferenn nebeutoc'h c'hoazh
Hogen ret oa din mont diwar wel gwech pe wech
Hag-eñ e vez dav atav diwall hor gouenn?
 
Boulc'hurun, boulc'hurun, boulc'hurun a Vrest
'N anv Doue, ra davo ar glav
Boulc'hurun, boulc'hurun, boulc'hurun a Vrest
'N anv Doue, ra davo ar glav
Boulc'hurun, boulc'hurun, boulc'hurun a Vrest
An douar e-unan a gouezh a-dreuz e gil
Boulc'hurun, boulc'hurun, boulc'hurun a Vrest
Te avat, ha treboulet out ivez gant se?
 
Te avat, ha treboulet out ivez
gant an nebeud a ludu a vez distrewet?
Daoust hag e vezez luskellet gant unan bennak?hiziv?
 
expand collapse Translation details
PaotrLaouen PaotrLaouen
submitted on 6 Mar 2021 - 21:21
GroquefordGroqueford adlı kullanıcının isteğine karşılık olarak eklendi
Give a shoutout to PaotrLaouen