William Shakespeare

Sonnet 73

William Shakespeare
Breton translation icon 15 translations icon 15
icon
Original lyrics
English (Early Modern English)
Translation
Breton

Sonnet 73

73vet sonedenn

Ennon-me e c'hellez arvestiñ ar mare-bloaz
Pa vez delioù pe melen, pe rouez, pe mann outo
istribilhet diouzh brenk o simudañ ouzh ar riv
sernioù dilezet ha rivinet, lec'h ma kane evned en diagent
 
Ennon-me e welez serr-noz seurt devezh
hag a ya diwar wel er c'hornog pa vez aet an heol da guzh
hag a vo kaset pell a nebeudigoù gant an noz
adskeudenn ar marv a gloz pep tra er repoz
 
Ennon-me e welez ruziadur an tan
a c'houlerc'h war ludu ar yaouankiz
e-giz ur gwele kañv 'zo ret leuskel e anal diwezhañ warnañ
lonket gant ar pezh a vouete anezhañ
 
Gwelout a rez ar pezh a laka da garantez da vezañ kreñvoc'h
evit karout ervat ar pezh a vo ret dilezel kent pell.
 
expand collapse Translation details
PaotrLaouen PaotrLaouen
submitted on 13 Jan 2021 - 16:21
Give a shoutout to PaotrLaouen