Jacques Brel

J'arrive

Jacques Brel
traduzione in Bretone Traduzioni 8 traduzioni Traduzioni 8
Aggiungi ai preferiti
Testi originali
Francese
Traduzione
Bretone

J'arrive

Dont a ran

A vleuñv kala-goañv da vleuñv kala-goañv
e par loc'hañ emañ hor mignoniezhoù.
A vleuñv kala-goañv da vleuñv kala-goañv,
e kas ar marv hor mestreziged d'ar c'hrougprenn.
A vleuñv kala-goañv da vleuñv kala-goañv,
ober a ra ar bleuniennoù all o seizh gwallañ.
A vleuñv kala-goañv da vleuñv kala-goañv,
gouelañ a ra ar wazed ha kouezhañ a-c'hlav ar maouezed.
 
Dont a ran, dont a ran,
Pegement e vije plijet din koulskoude
kas ma eskern ganin ur wech ouzhpenn
betek an heol, betek an hañv,
betek an Nevez-Amzer, betek warc'hoazh.
Dont a ran, dont a ran,
Pegement e vije plijet din koulskoude
gwelout ur wech ouzhpenn daoust hag eñ ar ster
a vez c'hoazh ar ster, gwelout daoust hag eñ ar porzh
a vez c'hoazh ar porzh, ha ma gwelout ennañ ur wech ouzhpenn.
Dont a ran, dont a ran,
met perak me? perak bremañ?
perak dija? ha pe da lec'h evit mont?
Dont a ran, a-dra-sur, dont a ran,
Daoust hag em eus graet tra all eget dont?
 
A vleuñv kala-goañv da vleuñv kala-goañv,
digenvezoc'h pep gwech,
A vleuñv kala-goañv da vleuñv kala-goañv,
ouzhpenn kont pep gwech.
Dont a ran, dont a ran.
Pegement e vije plijet din koulskoude
mont gant ur garantez ur wech ouzhpenn
mod ma 'z eer gant an tren evit mirout a vezañ digenvez
evit bezañ e lec'h all, evit bezañ en e aez.
Dont a ran, dont a ran,
Pegement e vije plijet din koulskoude
leuniañ a spered ur wech ouzhpenn
ur c'horf a gren, ha kouezhañ marv,
devet gant karantez, kaset ma c'halon da ludu.
Dont a ran, dont a ran,
N'eo ket te an hini 'zo abred,
me eo an hini 'zo diwezhat.
Dont a ran, a-dra-sur, dont a ran,
Daoust hag em eus graet tra all eget dont?
 
expand collapse Translation details
PaotrLaouen PaotrLaouen
submitted on 30 Apr 2020 - 22:02
Give a shoutout to PaotrLaouen